Bep eil bloaz e vez lidet digoradur festival Tan Miz Du e Kêr Vontroulez hag en ur gumun all, ar bloaz war-lerc’h e bro Montroulez. N’eo ket dre zegouezh eo bet graet e Taole ar bloaz-mañ : soñjet hon eus lakaat war wel an hentad divyezhek nevez savet e Taole.Krog eo an trivet festival Tan Miz Du warn-ugent a drugarez da izili K.L.T. – Ti ar vro Montroulez ha d’an holl gevredigezhioù a ra war dro yezh ha sevenadur Breizh, youl vat gante ha nerzh forzh pegement evit kas ar gouel-mañ war-raok.Hanter-kant abadenn a vo ar bloaz-mañ, abadennoù bras hag abadennoù bihan e trizek kumun tro-dro da V/Montroulez. E brezhoneg kement hag e galleg ha pep hini a c’hello kavout digarez da welet, da glevet ha da gaout plijadur gant pinvidigezh yezh ha sevenadur Breizh e-pad c’hwec’h sizhunvezh.Ar bloaz-mañ e vo lakaet war wel un nevezenti, ar Gwerzioù session, da lavaret eo predoù kanet lusket gant mouezhioù meur Breizh : Marthe Vassallo, Annie Ebrel, Ifig ha Nanda Troadeg. Penn da benn d’ar festival e vo lakaet war wel ivez ar c’haozeadennoù rak an dud a vez muioc’h mui o klask lec’hioù evit komz ha selaoù brezhoneg, un digarez ‘ta da vesklañ brezhonegerien a-vihanik ha brezhonegerien o teskiñ. N’eo ket ret bezañ brezhoneger ampart, bezañ tomm ouzh ar brezhoneg ne lavaran ket. Bezañ a vo eus an abadennoù-mañ e Plouganoù, Plouigno, Pleiber-Krist, Henvig, Taole ha lec’h all c’hoazh.Avel greñv hag avel a-du evit Tan miz Du 2022 !Herve Lautrou,prezidant K.L.T. – Ti ar vro Montroulez |
L’usage veut que l’inauguration de Tan Miz Du ait lieu alternativement à Morlaix et dans une autre commune du pays de Morlaix. Pour cette année le choix de Taulé n’est pas dû au hasard. Nous voulions mettre en avant la filière bilingue breton-français qui vient de s’ouvrir à l’école de Taulé.Le festival Tan Miz Du vient de démarrer grâce à l’énergie, l’enthousiasme et l’inventivité de tous les membres de K.L.T. – Ti ar vro Montroulez, adhérents individuels et associations adhérentes de la fédération. Pour sa vingt-troisième édition, Tan Miz Du propose 50 manifestations dans 13 communes du pays de Morlaix et un peu au-delà. Que l’on soit bretonnants ou non bretonnants, jeunes ou moins jeunes, habitant d’ici ou visiteur de passage, chacun pourra entendre, vivre et apprécier la langue et la culture dans toute leur richesse et leur créativité.Cette année nous mettons l’accent sur une nouveauté, les Gwerzioù Session, des repas chantés avec de grandes voix de Bretagne : Marthe Vassallo, Annie Ebrel, Ifig et Nanda Troadeg. Le fil rouge de ce festival c’est également les conversations en breton, des lieux pour parler, écouter, lire, chanter, des lieux sans autre prétention que le plaisir d’échanger entre des bretonnants de naissance et ceux/celles qui ne sont pas encore tout-à-fait bretonnants. Il n’y a aucune exigence de niveau. On retrouvera ces rencontres à Plougasnou, Plouigneau, Pleyber-Christ, Henvic, Taule et ailleursBon vent au vingt-troisième festival Tan Miz Du !Herve Lautrou,président K.L.T. – Ti ar vro Montroulez |